Junior
pt
وصف الوظيفة
AccueilOffres d’emploiE karg eus ar gegin, ar prenadennoù, ar c’hempenn e-pad ar stummadur DABU DiazezE karg eus ar gegin, ar prenadennoù, ar c’hempenn e-pad ar stummadur DABU DiazezMise à jour le lundi 23 février 2026Adalek an 11 betek an 18 a viz Ebrel 2026 – e Plañvour (56)An UBAPAR, Unvaniezh Breizh evit Diorren ar Buheziñ war ar maez, a zo ur rouedad kevredigezhioù e Breizh hag a gas war-raok ar buheziñ ha diorren an tiriadoù war ar maez.E penn ur rouedad 40 kevredigezh bennak emañ. Labourat a ra war meur a dachenn : an deskadurezh d’an endro, an dudi brezhonek-gallaouek, an niverel hag ar meziantoù dieub, ar vugaleaj hag ar yaouankizoù.Lidet he deus an UBAPAR he 40 bloaz e 2024. Un aozadur-stummañ gant al label Qualiopi eo. Un aotre da ginnig stummadurioù DABU-DARE e Breizh hon eus. Skoazellet omp gant strollegezhioù hag ensavadurioù.Stag oc’h eus an deskadurezh pobl ? Bet oc’h bet rener pe renerez ur gevredigezh ? Anavezout a rit bed an ekonomiezh sokial ha kengret ? Anavezout a rit bed ar stummadurioù micherel hag ar stummadurioù DABU ha DARE ? Plijet e vefec’h o labourat en ur rouedad ?Degemer mat en UBAPAR !➜ PETRA EO HO KEFRIDIOU ?Bezañ e karg eus ar gegin, ar prenadennoù hag ar c’hempenn e-pad at stummadur DABU :A-raok ar stummadur DABU Eskemm gant rener·ez ar staj Kemer perzh en devezh prientiñ a-gevred gant peurrest ar skipailh stummañ : Un devezh a vo raktreset evit labourat asambles hervez ho prantadoù vak. Skrivañ ur raktres pedagogel e liamm gant raktres desevel an UBAPAR. E liamm gant rener·ez ar staj hag ar skipailh : Kaout ur preder war ar meuzioù dibabet evit ma vefe boued eus ar vro, o doujañ eus ar c’houlz amzer ha biologel pa ‘z eo posubl. Mont e darempred gant produerien boued ha/pe stalioù ar vro (legumaj, bara, hag all…) Prientiñ listenn an dafar a vo ezhomm da gaout (kastelodennoù, torchoù...) Labourat gant ar skipailh pedagogel war al lec’h devezh a-raok devezh kentañ ar staj.Echuiñ ar roll-meuzioù evit an 2 zevezh gentañ. Mont d’ober prenadennoù evit penn-kentañ ar staj. Sikour ar skipailh evit aozañ ha kinklañ al lec’h ma vez ezhomm. Ober tro ar savadur gant ar perc’henn hag ar rener·ez evit gouzout resis ar pezh a vo da gempenn ha penoas. Krouiñ skritelloù e liamm an titouroù-se ma vez ezhomm.E-pad ar stummadur : Bezañ kiriek eus aozadur ar staj Fardañ boued evit 42 zen da vare lein ha koan bemdez + prientiñ an dijuniñ hag ar merenn vihan Ober ar skaotaj ha kempenn ar gegin Krouiñ peurrest ar roll-meuzioù gant ar stajidi hag ar skipailh stummañeus kempouez ar boued hag ezhommoù ar strollad. Doujañ eus al lezenadur a-fed boued er c’hreizennoù dudi (mirout standilhonoù pep pred, an etikedennoù, hag all...) Mont d’ober prennadennoù e-pad ar sizhun ha merañ ar budjed e liamm gant sikour ar rener·ez (renabliñ an tikiji) Fardañ boued gant ar stajidi pa ‘z eo posubl Kas ur prantad stummañ tro-dro d’ar boued (lezennadur, buheziñ gant ar stajidi) Ober war-dro ar c’hempenn er savadur, ha lakaat ar stajidi da gemer perzh (e liamm gant ar skipailh stummañ)Goude ar staj : klozañ Kemer e karg kempenn al lec’h ha bezañ aketus da adlakaat pep tra evel ma oa. Treuzkas tout an dielloù ha dafar d’an UBAPAR (tikiji, an etikenedennoù, hag all.) Ober war-dro ar standilhonoù boued (da virout e-pad 3 devezh goude ar staj) Chom e liamm gant ar skipailh pedagogel ha gant kenurzhierez an UBAPAR betek ma vefediskoulmet an darvoudoù, ma vez lod. Treuzkas ar fotoioù tapet e-pad ar staj d’an UBAPAR (poltriji eus ar stajidi o defe sinet an aotre nemetken). Implij a raimp anezho evit ar c’hehentiñ hollek. Arabat skignañ ar fotoioù e-maez ar staj (zoken e-touezh hoc’h eskemmoù personel !)➜ DOARE-DENBezañ brezhoneger·ez a-feson (komz, lenn ha skrivañ) : Ar stummadur a vo kaset e brezhoneg penn-da-benn.Kaout skiant-prenet e bed ar buheziñ (kreizennoù dudi, kampoù vakañsoù)Bezañ gouest da geginañ evit ur strollad bras, ha kenurzhiañ ar roll-meuzioù, ar prenadennoù, ar budjed.Bezañ tost eus talvoudegezhioù an UBAPAR (boued eus ar vro, o doujañ eus ar c’houlz amzer, ha biologel pa ‘z eo posubl)Bezañ mennet da dreuskas.Bezañ gouest da labourat e skipailh.➜ DIPLOMOUDABU (BAFA) klok pe un diplom kevatal.An aotre bleniañ.➜ DOAREOU-LABOURKevrad CEE 60€/kriz dre zevezh.1 devezh prientiñ gopret a-raok ar stummadurFrejoù-hent restaolietLakaat ho anv (lizher-mennañ ha CV)da gas dre bostel da adalek bremañ betek ar 4 a viz Meurzh 2026Ezhomm da gaout muioc’h a ditouroù ?Pellgomzit da Awena Le Baron-Courtet e karg eus ar stummadurioù DABU-DARE : 06.43.90.75.93Documents joints 260217_-_e_karg_eus_ar_gegin_ar_prennadennou_hag_ar_c_hempenn_-_dabu_diazez.pdf Télécharger 23 février - PDF - 377.3 kio Show more Show less